Breizhimprimeurs.fr

Breizhimprimeurs.fr zo ul lec'hienn hag a respont d'an holl goulennoù moullañ

 

Un nebeut fotoioù: 
Kinnig hollek: 

Krouet e 2013 gant an ti-moullañ Roudenn Grafik Strollad, respont a ra al lec'hienn Breizhimprimeurs.fr da ezhommoù moullañ an embregerezhioù evit o c'hehentiñ hag o darvoudoù.

Tu zo da gaout ar prizioù war-eeun, hep lakaat e anv a-raok. Kinnig a ra al lec'hienn ouzhpenn 5000 daveenn enlinenn. Aes eo da gavout ar porduioù a fell deoc'h gant ar c'heflusker enklask.

Emañ gabori pep produ war al lec'hienn evit sevel ho restr e reoladoù ar voullerezh. Reiñ a raio hor rubrikenn « Kuzulioù PAO » an alioù hollbouezus.

Ezhomm en deus ho restr bezañ eilaozet a-raok bezañ moullet ? Kinnig a reomp ur servij rak-wask e-pad ho urzh.

Emañ ivez hor studio grafek en ho kourc'hemenn evit sevel ho logo, plaketenn, kartennoù-bizit hag all.

Ma ne gavit ket ar pezh emaoc'h o klask war al lec'hienn, na chomit ket etre daou ha goulennit ouzhimp ur rakpriz da devis@breizhimprimeurs.fr

Skalfad ar produioù hag ar servijoù: 

Moullañ a reomp holl ho ezhommoù kehentiñ : kartennoù-bizit, plegfollennoù, follennoù-nij, ballinoù, rolleroù, teuliadoù-fakturennoù, paper talbennet, skritelloù, kraflevrioù, standoù, lienoù moullet ha kalz re all...

Fichenn identelezh an embregerezh
Chomlec'h ar sez sokial: 
Roudenn Grafik Groupe
11 hent-dall al Longs Réages
22190 Plerin
Pellgomz: 
02 96 582 578
Lec'hioù produiñ: 
Stal-labour niverel ha traoù bras e Plerin - Stal-labour offset ha routa e Gwengamp
Deiziad krouiñ: 
Mouller offset e Gwengamp abaoe ouzhpenn 30 bloaz eo ar strollad Roudenn Grafik, hag ur mouller niverel e Plerin eo abaoe 20 bloaz. Ganet e oa peogwir en doa kevredet an daou chemet-mañ an eil gant egile e 2009
Niver a implijidi: 
40
Stumm gwirel: 
KEBAT (Kevredad Bevennet e Atebegezh)
Kod NOF: 
1812Z
RUKAD: 
343 989 083 00039
Labeloù, reoladoù, prizioù: 
Label imprim'vert - reolad ISO 14001 war ober

Ouzhpennañ un evezhiadenn

Plain text

  • Aucune balise HTML autorisée.
  • Les adresses de pages web et de courriels sont transformées en liens automatiquement.
  • Les lignes et les paragraphes vont à la ligne automatiquement.
Embregerezhioù diwezhañ
Rouedadoù sokial