Embannadurioù Les Mandarines

Embann a ra Les Mandarines levrioù c'hoariva.

 

Un nebeut fotoioù: 
Kinnig hollek: 

Krouet e oa embannadurioù Les Mandarines e miz C'hevrer 2001 gant Joëlle Mandart, kelennerez war ar galleg hag al latin en uru vuhez all (!), kuzulierez teknikel d'ar FNCTA (Fédération Nationale de théâtre et d'animation) hag animatourez stal-labour evit ar vugale, krennarded ha oadourien e meur a framm.

Ur gevredigezh lezenn 1901 eo, dizalc'h penn da benn.

Joëlle Mandart eo ar brezidantez, Armel Mandart skrivagner ha leurenner a zo oberiant o kemer perzh el labour  embann : lenn ar skridoù, dibab hag adlenn an amprouennadoù. E Bro-Wened e-kichen An Alre emaint, en o sioul a di-plouz breizhat . Lenn, dibab ha peurlipat a reont eno o levrioù moullet gant Ouestélio e Brest.

"Dibabet hon eus embann nemet c'hoariva a vremañ evit an tri rummad : oadourien, krennarded ha bugale. Loc'het e oa an traoù goustadik e penn-kentañ (unan pe div levrenn bep bloaz). Bremañ e embannomp ul levrenn bep miz well-wazh.

Un daou-ugent skrivagner a zo ganeomp hiziv : eus an oberour dianav hag a ro deomp e destenn gentañ betek oberourien skiant-prenet ganto evel Guy Foissy,  Gérard Levoyer , Robert Poudérou, lar barzh Gérard Le Gouic, Jean Failler hag all."

Krediñ a ra Les Mandarines kemer ar riskl da embann testennoù diaes, stourm zoken diwar-benn kudennoù ar gevredigezh.

Evit ar strolladoù c'hoariva micherel pe amatour hag ar stalioù-labour c'hoariva (bugale, krennarded, oadourien) eo an testennoù da gentañ evel just. Kavet e vez unangomzoù, divizoù met ivez pezhioù skignet en un doare ledan kennañ.

Si la lecture de théâtre est souvent réputée difficile, étant donné la multiplicité des rôles, nous insistons sur le fait que la plupart de nos textes se lisent aisément, comme un roman.

Penaos kaout al levrioù ?

Diouzh diviz e aliomp deoc'h mont d'ho levrdiour. Ar stalioù-labour gant ur rann C'hoariva n'int ket stank, met referenset eo an embannadurioù war Electre. An urzhioù a resevomp a zeu eus ar Francophoni ha dreist dezhi.

Gallout a rrer urzhiañ war-eeun d'an ti-embann :

Embannadurioù LES MANDARINES

Kergouarec

56400 BREC'H

Kas a vo kerkent a vo resevet ar paemant.

 

Skalfad ar produioù hag ar servijoù: 

Roet eo pep tra war hol levrioù war hol lec'hienn (tem, niver a zudennoù, seurt, pad ha buhezskrid vihan eus an aozer).

Lec'hioù gwerzhañ: 

e rann c'hoariva ar stalioù-levr, war diazez Electre, urzhiañ war-eeun ouzh an embanner

Fichenn identelezh an embregerezh
Chomlec'h ar sez sokial: 
Kergouarec
56400 Brec'h
Pellgomz: 
02 97 24 56 43
Stumm gwirel: 
kevredigezh lezenn 1901

Ouzhpennañ un evezhiadenn

Plain text

  • Aucune balise HTML autorisée.
  • Les adresses de pages web et de courriels sont transformées en liens automatiquement.
  • Les lignes et les paragraphes vont à la ligne automatiquement.
Embregerezhioù diwezhañ
Rouedadoù sokial