Esprit Planète

Esprit Planète, gobeledoù restaolet graet e Breizh diouzh plastik adaozet.

 

Un nebeut fotoioù: 
Gobeled Ecole Les Jasmins e Grassa
Gobeledoù Tri Martolod
Stolikenn
Pintoù
Kinnig hollek: 

Un embregerezh roazhonat bihan gobeledoù adimplijadus eo Esprit Planète. Graet ha moullet e vezont hor gobeladoù er memes labouradeg " la française des plastiques" e-kichen Gwitreg. Digreskiñ d'ar muiañ saotradur an treuzdougen ha diorren an armerzh lec'hel eo ar palioù.  Graet eo hor gobeledoù diouzh plastik adaozet. Ur stolikenn krog pleustrek kennañ ha c'hoarius kennañ zo ganto. Gant honnezh e c'haller dougen meur a c'hobeled war un dro ha dieubiñ e zaouarn e-pad ur prantad amzer oc'h istribilhañ ar gobeled ouzh e chakod.

Kinnig a reomp gwerzhañ gobeledoù (personalaet pe get) pe amprestiñ anezho, evit tus prevez, kevredigezhioù, embregerezhioù …

Skalfad ar produioù hag ar servijoù: 

Ober a reomp gobeledoù 25kl pe 50kl, neptu pe livet. Kinnig a reomp zoken ur skalfad ispisial gobeledoù 100% e plastik adaozet ha gobeledoù fluoresus ! Gallout a reomp pourveziñ ac'hanoc'h e kaliroù champagn, gwerennoù gwin ha gobeledoù kafe bihan hag ivez kement produ o do ezhomm aozerien darvoudoù.

Lec'hioù gwerzhañ: 

Roazhon ha Naoned.

Fichenn identelezh an embregerezh
Chomlec'h ar sez sokial: 
70 straed Jean Guehenno
35700 Roazhon
Pellgomz: 
02 90 09 72 73
Lec'hioù produiñ: 
La Française des plastiques BP4 hent Gwitreg 35680 Louvigneg-Baez
Deiziad krouiñ: 
miz Meurzh 2010
Niver a implijidi: 
2
Stumm gwirel: 
EUBA (Embregerezh Unperc'henn Bevennet e Atebegezh)
Kod NOF: 
7729Z
RUKAD: 
521 055 046 00010

Ouzhpennañ un evezhiadenn

Plain text

  • Aucune balise HTML autorisée.
  • Les adresses de pages web et de courriels sont transformées en liens automatiquement.
  • Les lignes et les paragraphes vont à la ligne automatiquement.
Embregerezhioù diwezhañ
Rouedadoù sokial