Kaotigelloù ha diennoù Milin ar Gaer

Fardañ a ra Milin ar Gaer kaotigelloù ha diennoù artizanel gant frouezhennoù gouez.

 

Un nebeut fotoioù: 
Kinnig hollek: 

Sur la table des petits-déjeuners compris dans le prix des chambres d’hôtes du Moulin de Chère, il y a, comme dans beaucoup d’autres chambres d’hôtes et gîtes, des confitures maison. C’est ainsi qu’au gré de mes promenades sur nos 4 hectares arborés et plus loin, ainsi qu’au gré de mes discussions avec les dames les plus âgées du village, je me suis penchée sur les vieilles recettes à base de fleurs de pissenlits, orties, violettes, mûres sauvages, sureaux, prunelles et autres baies ou fleurs qui poussent à profusion au bord de nos rives.

Diwanet e oa menozh Kaotigelloù ha Diennoù Milin ar Gaer eus meskaj an enklaskoù-se, eus ar pezh am boa lennet war Internet hag eus rekipeoù ma mammoù-kozh am boa atav kendalc'het. Rak krog a oa ar c'hoant gant hor pratikoù prenañ podoù araok mont kuit. Setu perak on bet atizet da kinnig gwerzhañ anezho

Abaoe miz Mae diwezhañ ha march'ad ar c'horn-bro Gouel Breizh am boa savet e kemeran perzh ingal e marc'hadoù ar c'horn-bro ha marc'hadoù Nedeleg er goañv evit diskouez pelloc'h pellañ ar produioù-mañ war pempzek doare da nebeutañ ha difenn eta skeudenn Milin ar Gaer. Stank eo ar c'hejadennoù lipous tro-dro ar boued hag ar c'heginañ. Emichañs e vo savet ur bajenn genwerzh ganin ur bloazh ac'hann war hol lec'hienn Internet evit prenañ enlinenn hor produioù.

Skalfad ar produioù hag ar servijoù: 

Tri skalfad kaotigelloù Milin ar Gaer a zo : ar c'haotigelloù, ar jelaennoù hag an diennoù.

Ar c'haotigelloù : kerez ; sivi  hag un tammig a vent ; sivi pebret ; kaotigell Nedeleg ; kebell-touseg ar c'hoadoù ; rubarbez ; fiez ; marmeladenn an daou botiron ; prun Ente ; prun Glaoda ; triad per safranet ; bananez gant spisoù ; marmeladenn sukrin-suraval ; mirabel ; prun aour.

Ar jelaennoù : flamboez ; kastrilhez ; bleunienn c'hwervizon ; linad ; bleunienn skav ; skav ; bokedoù-laezh ar pradeier ; melion gouez ; bent ; irin gouez ; fiez ; mouar gouez ; jesmi ; pampel mel ; lus ; kastrilhez ; lus-gwern (cranberry).

An diennoù : Sirop bleunioù skav ; dienn sivi ; dienn mouar gouez ; dienn skav ; dienn irin gouez ; dienn kerez gouez ; dienn Nedeleg gant skilgerez e glec'h meur a vloaz.

N'eo ket peurglok ar roll-mañ. Astenn a raio ingal hervez an traoù kutuilhet hag ar re dizoloet er gegin.

Klikit amañ evit gwelout prizioù ar c'haotigelloù hag ar jelaennoù  e PDF (e galleg).

Lec'hioù gwerzhañ: 

Milin ar Gaer - Kaer - 35390 Felgerieg-Veur ; marc'hadoù ar c'horn-bro ; marc'hadoù Nedeleg an tro-droioù

Fichenn identelezh an embregerezh
Chomlec'h ar sez sokial: 
Milin ar Gaer
Kaer
35390 Felgerieg-Veur
Pellgomz: 
02 99 90 85 30
06 08 25 35 54
Lec'hioù produiñ: 
Milin ar Gaer
Deiziad krouiñ: 
miz Mezheven 2011
Stumm gwirel: 
Embregerezh hiniennel
Kod NOF: 
5520Z
RUKAD: 
532 511 854 00012
Labeloù, reoladoù, prizioù: 
Priz 1añ an dibenn-pred sukret e Festival Lipous Roazhon, miz Here 2012

Ouzhpennañ un evezhiadenn

Plain text

  • Aucune balise HTML autorisée.
  • Les adresses de pages web et de courriels sont transformées en liens automatiquement.
  • Les lignes et les paragraphes vont à la ligne automatiquement.
Embregerezhioù diwezhañ
Rouedadoù sokial