Piv omp-ni?

kartenn breizh

N'eo ket ConsoBreizh nag ur gevredigezh evit difenn ar vevezerien, nag ur c'havlec'h an embregerezhioù, nag un ajañs kehentiñ.

Reiñ a ra ConsoBreizh un hollad titouroù talvoudus d’ar vevezerien ha d'an dud a-vicher dedennet gant ar « made in Breizh » hag ar « beveziñ mod Breizh ».

Kinnig a ra e borched internet en un doare hep e bar embregerezhioù Breizh e gennadoù liesseurt. Reiñ a ra ivez titouroù talvoudus dre e sturlevr ar vevezerien hag e sturlevr an dud a-vicher.

Keveler e vez ivez ConsoBreizh eus meur a zarvoud e-pad ar bloaz.

Petra eo... Breizh ?

Setu un nebeud roadennoù diwar-benn Breizh :

  • 4,8 milion a annezidi, kement-all a dud da nebeutañ en diaspora
  • 34 000 km2, 1491 kumun, tost 200 000 embregerezh ha... 1100 km a aodoù kaer :)
  • uheloc’h eo PDK Breizh eget hini 17 war 27 Stad-ezel Unaniezh Europa *
  • tud labour liesseurt ha barrek, ur rouedad kevredigezhioù stank, rouedadoù treuzdougen ha kehentiñ a-feson hag ur c'halite bevañ anavezet.

breizh

Un embregerezh breizhat, petra eo ?

Un embregerezh breizhat zo un embregerezh zo e sez sokial e Breizh pe en deus un unvez produiñ bras da nebeutañ e Breizh. Kement-se a dalvez eo lec'hiet e obererezhioù eno, evit darn da nebeutañ, ar pezh a rank degas implijoù, obererezh armerzhel ha sokial, doujañs ouzh an endro.

Sinet eo bet Karta Consobreizh gant an holl embregerezhioù kinniget amañ.

Petra eo beveziñ mod Breizh ?

Pa vevezomp e taolomp pled ouzh meur a dra evit ober hon dibab. Sellet a reomp alies da gentañ penn ouzh ar c’halite hag ouzh ar prizioù, met ivez muioc’h-mui ouzh an talvoudegezhioù zo stag an traoù outo. Talvoudegezhioù armerzhel, sokial, kevredigezhel pe endroel e c’hallont bezañ.

Beveziñ mod Breizh eo ezteuler an talvoudegezhioù-se en ur zibab ar c’halite, ar fiziañs, ar chemet hag an implij da gentañ pa brener traoù. Bez’ eo ivez stourm ouzh an tromplerezh pe an abuzerezh a rankomp talañ outo evel bevezerien. Gwelet ivez ar rubrikenn « Perak beveziñ mod Breizh ? »

Un engouestladur

Sevel a ra Consobreizh, a-youl-gaer, a-du gant ar « beveziñ mod Breizh » dre dalvoudekaat e embregerezhioù hag e vevezerien. Gant an titouroù roet gant ConsoBreizh e c’hallomp beveziñ gwelloc’h, a-du gant an talvoudegezhioù omp stag outo.

Gant ar spered-se ez eo e bourvezerien hag e gevelerien obererien evit al labour hag an armerzh e Breizh. Gant par Studio Meteor ha Drupaloo eo bet krouet lec’hienn Genrouedad Consobreizh, gant studio krouiñ grafek "Par dessus les toits" ar graferezh. Gant daou oberer ensavadurel e vez sikouret Consobreizh  KKG Roazhon hag Ofis Publik ar Brezhoneg.

* PDK dre annezad 2010 (bloaz an doarennoù diwezhañ evit Breizh) par-ouzh-par ar galloud-prenañ a-benn dilemel diforc'hioù al liveoù a brizioù brodel. Mammenn Eurostat, office Europa ar stadegoù.

 

bzh

 

Embregerezhioù diwezhañ
Rouedadoù sokial