Stal-labour Pigments et Vermeil

Enlivañ ha kaerskrivañ.

 

Kinnig hollek: 

Enlivañ ha kaerskrivañ.

Kinnig a ran deoc'h dizoleiñ an daou stumm arz-mañ, grennamzerel o gwrizioù met a-vremañ da vat o chalm, dre ar pezh a ran, ar stajoù hag an animasionoù. Enoret e vefen da enlivañ ha/pe kaerskrivañ pep seurt a destennoù, temoù ha skorrioù e-pad darvoudoù ispisial (eured, badeziant...) pe evit ar blijadur da c'henel ho raktresoù nemetken. Diouzh ho koulenn e c'hallan dont da ziskouezh ar pezh a ran, animañ ur brezegenn pe un displegadenn bennak, animañ ur stal-labour e-barzh ho kevregigezh, skol, klub pe stal...

Kentelioù ha Stajoù : du-mañ emaint, 5 skoliad d'ar muiañ evit pep abadenn. Eurioù ha pad ar gentelioù a c'hall bezañ cheñchet diouzh ho ezhommoù.

Skolidi : un digarez eo an enlivañ hag ar c'haerskrivañ, dre bleustriñ anezho, evit deskiñ muioc'h diwar-benn an arzoù neuziañ hag an istor, met ivez ar ventoniezh, an doujañs ouzh ar skrivañ hag ar sevenadur hollek.

Animasionoù evit an dud : aozañ a rit un darvoud awenet gant ar Grennamzer (gouel, marc'had, eured...). Gallout a ran dont da animañ stalioù-labour evit dizoleiñ an enlivañ pe ar c'haerskrivañ. Gant ma stand din-me e c'hallan labourat er-maez, emren-tre on evit aozañ stalioù-labour eta.

Plijadur am bo o zegemer ac'hanoc'h em stal-labour e Kervarc'h (20mn deus Naoned ha Ankiniz) ha hend-all deuit da gejañ ganin e-pad animasionoù pe diskouezadegoù e-pad gouelioù ar Grennamzer.

Enlivet ha kaerskrivaet e vez pep tra o toujañ ouzh teknikoù ar Grennamzer : ober a ran nemet gant pigmentoù prientet mod distremp, an delienn aour, aour-maen pe poultrennoù arem. Ar parchennoù a implijan a vez graet ganin.

Lec'hioù gwerzhañ: 

Kentelioù ha stajoù e Kervarc'h, animasionoù er skolioù, skolajoù ha liseoù, hag e-pad gouelioù ar Grennamzer.

Fichenn identelezh an embregerezh
Chomlec'h ar sez sokial: 
6, alez Liorzhoù ar Vourc'h
44390 Kervarc'h
Pellgomz: 
06 67 04 80 13
Lec'hioù produiñ: 
Kervarc'h
Deiziad krouiñ: 
1añ a viz C'hwevrer 2013
Niver a implijidi: 
1
Stumm gwirel: 
embregerez
Kod NOF: 
8552Z Enseignement Culturel
RUKAD: 
790 566 897 00019
Labeloù, reoladoù, prizioù: 
Titl a Enlivour – Live IV Kod NSF132

Ouzhpennañ un evezhiadenn

Plain text

  • Aucune balise HTML autorisée.
  • Les adresses de pages web et de courriels sont transformées en liens automatiquement.
  • Les lignes et les paragraphes vont à la ligne automatiquement.
Embregerezhioù diwezhañ
Rouedadoù sokial