Tempête de l'Ouest

Tempête de l'Ouest : gwerzh enlinenn eus produioioù breizhat

 

Un nebeut fotoioù: 
karamel gant amann sall
produioù ar mor
Koufrad gwispid Breizh
Koufrad lipous krampouezh party
Kinnig hollek: 

Evit tout ar re sot gant boued Breizh hag ar produioù breizhat eo Tempête de l'Ouest. Ur gwir ispiserezh enlinenn bihan eo. Gwerzhañ a ra boued dibar dous pe sall evit an dud prevez hag an dud a-vicher.

Pal ar stal-se eo reiñ an dro da bep hini da zebriñ er ger boued breizhat mat eus produerien ar vro, hag ivez kemer perzh ha lakaat Rannvro Breizh da vevañ. N'eo ket Tempête de l'Ouest nemet ur stal enlinenn, istor ha troioù-kaer daou zen entannet gant gastronomiezh hag Internet eo da gentañ.

Prenañ produioù breizhat war Tempête de l'Ouest a dalv ivez tennañ splet eus meur a servij :

- un embregerezh bihan he ment gant darempredoù dibar gant he gweladennerien hag he arvalien,

- ur pakad graet gant aked pe kaset dindan 24 eur,

- meur a zoare paeañ evit ma c'hallfe pep hini urzhiañ hervez eo boaziet d'ober,

- an digasadenn digoust adalek 70€.

Ur blog a zo evit ar wiaderien a-benn lakaat anezho da zizoleiñ hor bed, kalz pennadoù-skrid gantañ. Un dro evit kalz gweladennerien da c'houzout muioc'h diwar-benn daou verour ar stal, profitañ eus an distaolioù brav a vez e-pad ar bloaz, eus ar mennozhioù rekipeoù gant produioù ar stal, eus atersadennoù ha teuliadoù eus aktourien Breizh (produerien, blogerien, obererien, artizaned...).
Skalfad ar produioù hag ar servijoù: 

Kantadoù a broduioù a zo gant Tempête de l'Ouest, renket e rannoù ha skalfadoù disheñvel evit kavout ken aes ha tra ar pezh en deus ezhomm unan bennak. Amateurien ar gastronomiezh a gavo war un dro lipouserezhoù sukret (gwispid, kouignoù, karamel, kaotigelloù, toazoù da ledañ) met ivez produioù breizhat sall (fourmaj-kig, rilhetez, boestadoù-mir). Kinniget eo kalz armoù ha lienaj da brenañ evit kinklañ ho ti ha dreist-holl ho kegin : tavañjer, torcher, banniel Breizh, mug ha tas, plankenn didroc'hañ...

Kinnig a ra skipailh Tempête de l'Ouest kalz paneradoù ha koufradoù lipous evit lidañ pep mare ar vuhez (deiz-ha-bloaz, eured, Nedeleg...) evit pep yalc'h ha war temoù a bep seurt.

Labourat a reomp gant embregerezhioù breizhat, e-touez anezho : Isidore Penven, La Belle-Iloise, La maison d'Armorine, A l'aise Breizh, Algoplus, La Chikolodenn... 

Lec'hioù gwerzhañ: 

gwerzh enlinenn war http://www.tempetedelouest.fr/

Fichenn identelezh an embregerezh
Chomlec'h ar sez sokial: 
12, lodannaoueg-kumun
22390 Pont Melvez
Pellgomz: 
09.72.46.00.32 (galv evit netra gant ur pellgomzer diloc'h)
Lec'hioù produiñ: 
gwerzh enlinenn
Deiziad krouiñ: 
2014
Niver a implijidi: 
0 (2 verour nemetken)
Stumm gwirel: 
KEBAT
Kod NOF: 
4791A
RUKAD: 
80106088000011

Ouzhpennañ un evezhiadenn

Plain text

  • Aucune balise HTML autorisée.
  • Les adresses de pages web et de courriels sont transformées en liens automatiquement.
  • Les lignes et les paragraphes vont à la ligne automatiquement.
Embregerezhioù diwezhañ
Rouedadoù sokial