Ti-Feurm Ar Beller

Ti-Feurm Ar Beller , un tiegezh, un engouestl, un entan.

 

Un nebeut fotoioù: 
Kinnig hollek: 

Ti-Feurm Ar Beller a zo un istor familh ha tud da gentañ, ur c'hoant da bezañ dizalc'h ha da brouiñ e c'haller bezañ labourer-douar ha doujañ d'an natur.

Raktres div familh eo Ti-Feurm Ar Beller : ar gerent, Pierre ha Denise, o mab Jean-Pierre ha me Sandrine. Saverien konikled greantel oamp bet betek 1997. Ne oa ket mat deomp ken kenkoulz war an dachenn vuhezegel hag an hini ekonomikel. Divizout a reomp hon pevar « krouiñ » Ti-Feurm Ar Beller : ur raktres a vo douget ganeomp e-pad ur vloaz. E 1999 e vo roet deomp ar gratadur yec'hedel evit sevel ul lazhti har un arnodva evit treuzfurmiñ hor produioù.

Merañ penn-da-benn an traoù eo hon het, « eus an edenn betek an asied ». Emgouestlet omp da gaout produioù a-feson hag heuliet ganeomp da bep prantad eus ar produerezh.

Evit respont da c'houlenn hon arvalien e kinnigomp yer ha konikled klok pe didammet hag ivez ur spilhenn vras charkuterezh (kirinad, rilhetez, salzigoù, logedennoù, steakoù, pavezioù lipous). Notre volonté , le droit de bien manger de bons produits simples, sans adjuvants, conservateur, ni colorants.

Kemeret en deus hor mab henañ Erwan lec'h e zud-kozh abaoe miz Gwengolo 2014. Ober a ra war-dro ar poñsined un deiz anezho dreist-holl, betek ar bosañ hag an treuzfurmiñ. Prederiañ ha magañ a ra anezho.

War marc'hadoù Bro-an Oriant emaomp ha fellout a ra deomp en em ziorren war-zu ar pretioù a-galite pe an ispiserezhioù fin n'eo ket ar pouezusañ ar priz evito, ar galite ne lavaran ket.

N'eo ket echu hon istor ha spi hon eus kenderc'hel da skrivañ anezhi gant pep hini a fello dezho kemer perzh. Gouzout a rit un tamm muioc'h diwar hor penn bremañ, kit da welout ac'hanomp war hol lec'h pe ar marc'hadoù.

Ken bremaik !

Skalfad ar produioù hag ar servijoù: 

Kig-yer : yar, kilhog, skilyar, houad, yar-Indez... Savet int war ar plouz ha gallout a reont pourmen er-maez kement a ma karint. Maget int gant ar greun produet gant an ti-feurm. Savet int e-pad 4 miz da nebeutañ evit kaout loened bras awalc'h, parfet ha blazus o c'hig.

Produioù kig-yer : steakoù, pavezioù lipous, logodennoù, salzigoù ha chipolataoù, rilhetez.

Produioù kig-lapin : salzigoù ha chipolataoù, kirinad, rilhetez.

70% a giz-yer pe 70% a gig-lapin a zo er produioù-mañ, bet aozet en hon arnodva.

Lec'hioù gwerzhañ: 

Marc'hadoù Ploue al Lun, Lannarstêr ar Meurzh, Bubri ar Merc'her, Sant-Per-Kiberen ar Yaou, Keryado en Oriant ar Gwener, Merville en Oriant ar Sadorn, Plañvour ar Sul.

Ar stal er Feurm : Merc'her, Gwener ha Sadorn eus 9e betek 12e.

Fichenn identelezh an embregerezh
Chomlec'h ar sez sokial: 
Bieuzen
56310 Bubri
Pellgomz: 
06 63 69 99 36 (Sandrine)
06 38 91 52 43 (JeanPierre)
Lec'hioù produiñ: 
Bubry
Deiziad krouiñ: 
01/04/1998
Niver a implijidi: 
3
Stumm gwirel: 
SLABEK (stal labour-douar bevennet hec'h atebegezh)
RUKAD: 
41810530000010

Ouzhpennañ un evezhiadenn

Plain text

  • Aucune balise HTML autorisée.
  • Les adresses de pages web et de courriels sont transformées en liens automatiquement.
  • Les lignes et les paragraphes vont à la ligne automatiquement.
Embregerezhioù diwezhañ
Rouedadoù sokial