An Tri Breur

Ur chistr feurm LOG Breizh eo chistr an Tri Breur.

Kinnig hollek: 

E kalon korn-bro chistr Kerne emañ kastell Lezerge. Emañ e penn ar produiñ chistr. Klasel eo deuet da vezañ e chistroù feurm abaoe meur a vloavezh, kalz medalennoù bet gounezet ganto.

Kenderc'hel a ra Kastell Lezerge hengoun ar chistr a galite vras dre broduiñ gant frouezh a zeu eus e werjeoù nemetken. Pep logell douar gounezet e vez evezhiet a-dost o toujañ d'an endro.

Dleout a ra pep tra domani Lezerge eus tad an tri breur Jan. Dedennet tre gant ar gwez-frouezh ha penaos gounit anezho, eñ eo an hini en doa plantet ar werjeoù gwez-avaloù kentañ. Gant durc'hadur dreistordinal ar runelloù ha douaroù pinvidik, 60 devezh-arat a werjeoù a ro ur galite produiñ hep he far.

Hiziv an deiz eo an tri breur Jan hag emañ e penn sistrerezh an tiegezh. Galvet eo bet An 3 Breur o chistr ganto eta. Talvezhout a reont ar vreudeur Jan korn-bro Breizh o lakaat war-raok un difrae perzhded anavezet gant an testeniekadur Lec'h Orin Gwarezet (LOG). Perzhded hor chistroù a zo unan eus disoc'hoù dibarañ hor sistrerezh. Homañ a lak pep tra e pleustr evit ma vefe ingal ar produiñ. Dastumet ha lakaet e chistr e vez avaloù brudet Lezerge war al lec'h, e gwaskell ar sistrerezh. Strizh kennañ eo ar c'hontroliñ diabarzh. Niverus eo ar redioù : dibab an avaloù gant an dorn, evezhiañ ar chuk, baoliañ... hag all.

Hêr hengoun peurwirion ar feurm, graet eo hor chistr feurm gant seurtadoù avaloù evel ar gKermerrien, ar Marie-ménard, ar Prat-yeod, an Douce-moen, ar c'hKroc'hen ki, an Douce-coêtligné pe c'hoazh ar vBeleien. Holl a seurtadoù a zegas o notennoù bleuniet, o elfennoù pinvidik eus ar c'horn-bro-mañ ganet mat. Profañ a reont da vegoù an everien ur blaz c'hwerv hep e bar hag a ra da chistroù feurm Kastell Lezerge chistroù dibar.

Entanet gant o micher, lakaat a rint ac'hanoc'h an tri breur Guillaume, Matthieu ha Joseph da zizoleiñ ar chistroù feurm, avaleg Breizh AOK, lambigoù ha chuk avaloù er stal e-kichen ar sistrerezh, ha dizoleiñ eta pinvidigezh ha kalite produioù an embregerezh. Gallout a rit adkavout ivez ar gwellañ eus hor produadurioù e tout an tiez-krampouezh mat eus Breizh.

Re a alkool a noaz d'ar yec'hed. Evit gant muzul.

Lec'hioù gwerzhañ: 

Gwerzh war-eeun, digor eus al Lun betek ar Gwener eus 8e30 ha 12e00 ha eus 13e30 betek 18e00

Fichenn identelezh an embregerezh
Chomlec'h ar sez sokial: 
Sistrerezh Kastell Lezerge
Plas An Dans
29500 An Erge-Vras
Pellgomz: 
02 98 59 63 45
Lec'hioù produiñ: 
An Erge-Vras
RUKAD: 
379 663 453 00023
Labeloù, reoladoù, prizioù: 
Lec'h Orin Gwarezet Breizh. Sistr feurm kalet : medalenn arc'hant e Kenstrivadeg Hollek al Labour-douar e Pariz e 2010, aour e 2007 & 08. Sistr feurm hanter sec'h : arc'hant e 2011 & 13 hag arem e 2009, arc'hant e 2007 & 08. Sistr dous : arc'hant e 2008

Ouzhpennañ un evezhiadenn

Plain text

  • Aucune balise HTML autorisée.
  • Les adresses de pages web et de courriels sont transformées en liens automatiquement.
  • Les lignes et les paragraphes vont à la ligne automatiquement.
Embregerezhioù diwezhañ
Rouedadoù sokial