Beveziñ mod Breizh a dalv kement ha...

Perak beveziñ mod Breizh?

Beveziñ traoù eus Breizh zo muioc’h eget ober ur brenadenn, bez’ ez eo difenn un doare da welet ar beveziñ hag an holl dalvoudegezhioù a ya gantañ.

Bez' ez eo dibab kalite ar produioù ha fiziañs er servijoù a brener. Anavezet eo ar Vretoned evit bezañ poanierien ha tud pervezh. Gwelet e vez ar produioù hag ar servijoù breizhek evel re a-feson a c'haller kaout fiziañs enno.

Bez' ez eo harpañ chemet ha barregezhioù embregerezhioù Breizh. Gant ar Vretoned, tud stummet mat, e vez diorroet ha treuzkaset o chemet abaoe pell ha gant entan. Aktourien armerzhel Breizh en deus ur skeudenn sonn tud barrek ha nevezus anavezet gant ar vevezerien hag an dud a vicher. O chemet a rank bezañ skoazellet, talvoudekaet ha treuzkaset.

Bez' ez eo harpañ an implij e Breizh, dre brenañ traoù digant embregerezhioù a laka an dud da labourat er vro hag a gemer perzh en hon oberezh armerzhel ha sokial.

Bez' ez eo sikour da wareziñ hon endro hag hor yec'hed. Da gentañ peogwir eo tost an embregerezhioù breizhat dimp ha ne vez ket kaset ar varc’hadourezh gwall bell (feuriader karbon mat, koustoù izeloc'h). Da c’houde peogwir, en ur vro ma vez ken pouezus, e fell da embregerezhioù Breizh doujañ d'ar reolennoù europat evit a sell ouzh an endro, ar yec’hed foran hag ar bevezerezh.

Hogen da vare an hollvedelaat ne vez ket tizhet ar reoladoù skoueriek-se gant embregerezhioù ar broioù all, pa ne vezont ket kontrollet pe tost o froduioù a enporzhomp*.

* n'eus nemet 3% eus ar madoù enporzhiet a vez kontrollet gant maltouterezh Frañs. Ne baouez ket da ziskar koskor kastizañ ar floderezh, ha forzh penaos e vez tolpet e Enez-Frañs ha su Frañs.

 

Bez' ez eo doujañ da reolennoù buhezegezh pa labourer dreist-holl gant  embregerezhioù zo renet o obererezh gant gwir al labour ha gwarez al labourerien. Aze ivez, n’emañ ket atav an traoù evel-se evit embregerezhioù ar broioù all, pell alese.

Bez' ez eo sevel a-du gant spered stroll ar Vretoned a oar kenlabourat etrezo ha lakaat o strivoù boutin (kevelourioù, kenwarezouriezh...).

Evit klozañ, be'z ez eo diskouez ar pezh a anver brogarantez armerzhel, peogwir e fell dimp ma vo kaer ha kengret hor Breizh ha brav ar stal ganti.

Met e milendall ar produioù hag ar servijoù a vez kinniget dimp e vez diaes alies bezañ bevezerien vreizhat dre ma n’eo ket klok na sklaer ar c’helaouiñ pe dre ma vez re anezhañ. Evit an dra-se eo e sikour ConsoBreizh ac’hanoc’h da welet sklaeroc’h an traoù, dre lakaat ac'hanoc'h da anavezout muioc'h embregerzhioù Breizh e holl tachennoù ar bevezerezh boutin ha micherel.

Lakaat a ra ConsoBreizh daou sturlevr en o c'herzh. Sturlevr ar vevezerien evit en em zibab e meskailhez an tikedennoù hag ar reoladoù, evit kavout alioù pleustrek Yann Bratik ha Soazig Mailh hag evit gouzout  ur bern troioù-micher talvoudus all. N'eo ket echu sturlevr an dud a-vicher c'hoazh, lakaet e vo enlinenn a-benn nebeut.

Ha n'ankouait ket : bevezerezed, bevezerien, prenerezed, prenerien, c'hwi eo ar re o deus ar galloud, neuze deoc'h d'ober ganti!

 

 

Embregerezhioù diwezhañ
Rouedadoù sokial